Aïta! ouzh SNCF 'ba Kemperle!
Digwener da greizteiz e oa bodet un nebeud tud e kreiz-kêr Kemperle da souten Ai'Ta, ar stroll a stourm da lakaat brezhoneg el lec'hioù foran. Disadorn e oa klevet unan deus stourmerien Ai'Ta gant poliserien Teiz er Morbihan. Rebechet 'vez d'ar c'hollektif gant an SNCF bezañ bet divontet panelloù e Plouared hag e Kemperle er goañv tremenet. Ur gaou a zaou vil Euros eme an SNCF. Goulenn a ra Ai'Ta ma vo par ar brezhoneg ouzh ar yezhoù all war panelloù an tiez-gar. Hiroc'h da glevet gant Regine Guillemot a oa war blasenn Sant Mikael digwener vintin e Kemperle. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.