Lezenn El Khomri : Stanket eo bet porzh Brest.
Kenderc'hel 'ra stourmerien a-enep al lezenn Labour da stankañ an hent da vont betek ar mirlec'h dour-tan 'ba Brest. Abaoe meur a devezh 'vezont 'ba kroaz-hent rond Foulque, 'zo war an hent a gas da Gemper, etre 5 e ha 10 e beure Stankañ: Ur mod evito da vout klevet gant ar gouarnamant ha lakaat 'nañ da dilezel al lezenn Labour. Eus beure 'oa Kristof Gratigny, ezel eus ar sindikad FO, war blas. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.