en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur c'hlip hag ur sonenn rap get skolidi Diwan Gwened.

Ur c'hlip hag ur sonenn rap get skolidi Diwan Gwened.

Dimeurzh da vitin o deus ar re CM degemeret ar realizatour Philippe Lucas da droiñ o filmig. Ur c'hlip o deus savet goude bout bet enrollet o zon e miz Meurzh paset e studio an Echonova e Senteve. A-c'houde meur a vlez dija e laboura ar mestr-skol Gaetan Boulic get e skolidi a-ziàr an arzoù èl ar slam, ar rap pe an hip hop. Setu ma kendalc'ha ar raktres da ziskweiñ d'ar vugale e c'heller gober get ar brezhoneg er-maez a sevenadur hag hengoun Breizh iwez. Selaouamp doc'h Gaetan Boulic, mestr-skol get ar re CM é tispleg deomp hiroc'h.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio