70 vloaz eo ar gevredigezh Don Bosco
70 vloaz ar gevredigezh Don Bosco a vo lidet 'benn disadorn er C'houartz. Don Bosco 'zo ur gevredigezh a oa bet krouet gant an abad "Le Vey" 'vit sikour ar re yaouank 'oa start o buhez war lerc'h an eil brezel bed. Evit lidañ an deiz ha bloaz 'mañ e vo kinniget ur brezegenn, 'benn disadorn vintin, kaset gant Jean-Louis Laville a zo sokiologour. Lakaet 'vo ar gaoz war ar mod c'hall ar gevredigezh labourat asambles gant an ensavadurioù lec'hel 'vit sevel ur politikerezh evit an dud o deus afer bezañ skoazellet. Goude merenn 'vo aozet ur forum 'vit kinnig holl rannoù Don Bosco. Ur gevredigezh a zo anavezet mat e hanternoz Penn-ar-Bed. Met peseurt labour 'zo kaset gant Don Bosco, selaouomp Fañch ar Gall 'zo bez-prezidant ar gevredigezh. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.