en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Marinexus: ar mor 'giz ul liamm@@@ Marinexus, ul liamm da lakaat ar broioù da labourat asambles, setu pezh 'eo mel ar programm da lakaat da labourat a-stroll ar rannvroioù eus Bro-C'hall ha eus Rouantelezh Unaned. Gant ///Marinexus/// 'vez lakaet war well 'pezh 'zo klasket gant ar skiantourien 'zo arbenniget war ar mor. Muioc'h a displegadennoù gant ///Bernez Kloareg/// ouzh mikro ///Erwan Blanchard./// Selaouit ar pennad-kaoz @@@Manif evit ar brezhoneg!!!!@@@ Disadorn 'ba Kemper 'vo gortozet miliadoù a dud er straedoù evit difenn ar brezhoneg. Miliadoù a dud 'vo ivez er broioù all eus Frañs e Baiona, Perpinian, Ajaccio, Mulhouse, Lille hag all evit pouezhañ war ar bolitikourien a nac'h reiñ ur statud gwir ha dereat d'ar yezhoù rannvroel. Pet a dud 'vo dindan an heol 'ba Kemper neuze ? Ar respont gant ///Gweltaz ar Fur///, 'zo kenurzhier evit an aozerien bodet barzh ar gevredigezh "Deomp De'i" Selaouit ar pennad-kaoz @@@Euskariz yaouank 'ba Diwan Plijidi@@@ Abaoe diriaou 'zo ur strollad Euskariz e skolaj Diwan Plijidi, o tont deus ur skolaj ikastolak e Donostia, en Euskadi ar c'hreisteiz. Digarez dezhe da dizoloiñ ar vro, ha da deskiñ un tamm pelloc'h war ar yezh, evel a lâr Miden deomp, ha hi kelennerez euskarat. 'Mañ deus mikro ///Tudual Karluer///. Klevet 'peus ///Gireg Konan///, kelenner e skolaj Plijidi, a ra war-dro d'an eskemm etre an div vro. @@@Berzh a ra an ///DBY/// : Diplom Barregezh ar Yezh (DCL) e brezhoneg@@@ E fin 2010 oa bet anavet an diplom en ofisiel get ministrerezh an deskadurezh stad. Un diplom micherel a brizia barregezhoù an dud hervez o live yezh. Daou brantad zo bet lakaet hag e meur a lec'h. Disadorn oa an hani ketañ e Brest hag e Gwened. 120 a dud deus kemeret perzh en taol-mañ. Selaouamp doh reportaj ///Yaëlle ar Mouel/// e Gwened : Klevet e vo ///Lena Louarn///, é karg ag ar yezhoù er rannvro ha ///Jeanne///, a lar deomp doc'htu perak oa daet da dremen an DBY. Selaouit an interview

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio