400 manifestour a-enep da lezenn El Khomri 'ba Kemper
Hiziv ha diriaoù o tont 'zo aozet devezhioù stourm 'enep d'an danvez lezenn war kod al labour. Daoust d'ar gouarnamant bezañ lakaet kadarnaat al lezenn dre ar pennad 49-3 'zo bet tud o vanifestiñ hiziv: 50 'ba Gwengamp, 200 'ba Montroulez, 800 b'a Brest, 500 'ba Sant-Brieg; 150 'ba Kemperle,
Tro 400 a dud a oa bodet e Kemper e kreiz an devezh, ar braz anezho o vezañ sindikalourien ha liseidi. War wanaat ez a al luskad e Bro Gerne pa 'oa bet mil a dud o vanifestiñ 'miz 'zo. Daoust da se e fell dezho derc'hel gant ar stourm en ur stankañ an hentoù, ar porzhioù pe c'hoazh an hentoù-houarn. An hentoù-houarn just-a-walc'h a zo bet stanket e penn-kentañ an abardevezh e Kemper.
« Div lennadenn a chom c'hoazh daoust d'ar 49-3, n'eo ket kadarnaet testenn al lezenn » eme ar vanifesterien. Selaouomp o soñjoù ouzh mikro Katell Uguen, da gentañ Leila Evenou, liseadez e Kemper ha Pol-Yvon Virot, teknisian.