keleier 5:30
@@@Un diviz politikel diwar-benn an "Emglev sitoian".@@@
Un "emglev sitoian" 'zo bet savet get kevredigezhioù ha sindikadoù a ziwhenn ar gwirioù sokial ha frankiz an dud. Klask a reont bout klevet get pennoù-bras ar vro en termen-mañ 'zo kani an dilennadegoù. Dimerc'her noz 'ba Kemper 'vo un diviz publik get "Lig ar gwirioù mab-den" a zo ezel an emglev-se. E kenlabour get ar gazetenn "Le Télégramme". Tangi Louarn 'n eus displeget da Anne Gouerou petra eo ar "Pacte" sitoian.
Amañ
@@@E Bro Wengamp eo diaes-mat ober get an internet.@@@
D'ur c'houlz ma vez kistion da staliañ orjalennoù optikel dre-holl e Breizh, n'eo ket daet an ADSL c'hoazh er c'humunioù bihan. Ha dre se un tamm mat a ziaesterioù evit labourat, e lod tachennoù greanterezh, hag evit an dud en o zi. A-c'houde ur blez emañ ar stroll Vivre à très Haut débit é stourm evit ma vo renket an afer. Yann-Varc'h Thorel eo prezidant ar stroll, muioc'h a zisplegadennoù getañ war-eeun.
Get Tugdual Karluer
@@@Levroù Ronan Larvor ha Yann Bijer priziet er Bonoù.@@@
Evit an deirvet gwezh eo bet roet ar prizioù lennegel-mañ, kensavet get Kerlenn Sten kidna ha ti-kêr ar Bonoù. Ar priz ///Bernard Moitessier/// vez roet d'ur levr e galleg liammet get ar voyaj, gwir pe faos. Ar blez-mañ emañ aet d'ar skrivagner Ronan Larvor evit ar levr « Bretons des Kerguelen ». Hag ar priz ///Sten Kidna///, a brizia ur levr faltazi e brezhoneg, a zo waet da Yann Bijer evit e romant istorel « Torreben ». Un istoer lakaet ba en-dro emsavadeg ar bonedoù-ruz. Selaouamp doh Yann Bijer, oa laouen disadorn é tegemer ar priz.
Doh mikro Yaëlle ar Mouel