diaes an internet e bro Wengamp
E Bro Wengamp eo diaes-mat ober gant an internet. D'ur c'houlz ma vez kistion da staliañ orjalennoù optikel dre-holl e Breizh, n'eo ket deut an ADSL c'hoazh er c'humunioù bihan. Ha dre se un tamm mat a ziaesterioù evit labourat, e tachennoù greanterezh zo, hag evit an dud en o zi. Abaoe ur bloaz 'mañ ar stroll Vivre à très Haut débit o stourm evit ma vo renket an afer. Yann-Varc'h Thorel eo prezidant ar stroll, muioc'h a displegadennoù gantañ war-eeun deus mikro Tudual Karluer.
Ha 'benn disadorn 'vo un emvod foran e sal ar gouelioù e Pederneg, da 10e30 beure.