"Dompter le diable", ur roman du savet a-nevez.
Get ar skrivangner Morgann Katioucha e splujamp ba brezel ar Balkanoù er bleadoù 1990. Tammoù gwir ha tammoù ijinet a zo er levr, hag a zo skrivet en ur stil eeun, get frazennoù berr-tre. Dre un istoer a dremena e-korv ar brezel etre ar Serbed hag ar Groated, e sav ar skrivangner meur a c'houlenn. hag e liamma aergaelc'h ar prantad-se get ar pezh a vez bevet hiziv an deiz. Gouiamp pelloc'h get ar skrivanger e-unan, Morgann Katioucha douzh mikro Yaelle ar Mouel.
///Dompter le diable///. Get Morgann Katioucha, embannet e ti "Les éditions du Toucan".