en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Al lanneier e Groñvel lakaet war wel

Al lanneier e Groñvel lakaet war wel

Disadorn 'oa gouestlet an devezh d'al lanneier e Groñvel ha Rostrenn, e Kerne Uhel. Gant div gevredigezh 'oa savet an devezh, Cicindèle, a ra war-dro da lanneier Lokarn, hag an AMV, kevredigezh talvoudekaat lanneier Magoar Penn Wern ha Lann Bern e Groñvel. E 2008 'oa bet lakaet Lann Bern e-mesk « tachennoù dibar Breizh », un doare label, pe mirvaoù, savet gant ar rannvro, gant ar pal gwareziñ lec'hioù gant un interest ekologel kreñv. Bremañ zo 9 zachenn a seurt-se e Breizh. Disadorn 'oa kinniget un dro-vale da dizoloiñ lanneier ha taouarc'hegi e Groñvel, ha prezegennoù da-heul. Pierrick Pustoc'h eo ar mirour e karg deus lanneier Magoar Penn Wern ha Lann Bern e Groñvel, evit ar gevredigezh AMV, un toullad displegadennoù gantañ. Gant Tudual Karluer.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio