en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Un nebeut a dud 'oa 'vit lidañ deiz kentañ a viz Mae

Un nebeut a dud 'oa 'vit lidañ deiz kentañ a viz Mae

Dec'h 'oa an deiz kentañ a viz Mae. Hag evel bep bloaz 'oa bodet a-bep sort tud war ar straedoù da lidañ pe devezh al labourerien, pe gouel al labour, hervez. A-blasoù eo bet feuls 'walc'h an abadenn, met dre vras zo bet deus dibunadegoù sioul ken a oant. 'Ba Roazhon 'oa aloubet ur sinema 'pad un eurvezh gant un nebeut kantadoù a dud yaouank. Ha bet tud memes tra, daoust ma tegouezhe an emgav da sul da veure. Ar stourm 'enep da adkempenn lezenn al labour a oa e penn pep hini, hag e kreiz ar c'homzoù. E Gwengamp 'oa un 150 bennaket a dud, diwar galv CGT, FSU, Solidaires hag FO, ha sioul an dibunadeg. Met da betra manifestiñ ur seurt devezh? Un tamm sell war blas. Gant Tudual Karluer.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio