Sinet eo bet ar garta Ya d'ar Brezhoneg e Bihui an Dour.
Ar mitin-mañ o deus en em gavet izili kuzul-kêr Bihui hag ar maer Léon Quilleré àr un dro get Léna Louarn, eil-prezidantez Rannvro Breizh é karg a yezhoù Breizh da siniñ ha da lakaat e plas ar garta er gumun. Pemp oberenn a zo bet chwajet get an dilennidi, dreist-holl àr ar bannellerezh.
Diàr goulenn Marc Pérès, hag a zo é chom e Bihui a-c'houde pell, eo bet kaset ar sinadur-mañ da benn. Hiroc'h e lara deomp doc'h mikro Yaelle ar Mouel.