Kim Descognets ha Pauline Sellin: o div 'zo kampionez Europa gouren!!!
Disoc'h gant Kampionad Europa ar gourenoù keltiek 'oa 'kerzh ar week-end. Tremenet mat tre ar -jeu 'vit an aozerien peogwir 'zo bet ouzhpenn 5000 a dudoc'h heuliañ ar pevar devezh a c'henstrivadeg. Ha 'berzh 'neunt graet ar vretoned gant 25 titl gounezet en holl. Roomp un tamm ton da div anezho 'zo bet kampionezed Europa back-hold, gouren ha dre skipailh. Da gentañ Kimberley Descognets eus skol Louergad ha Pauline Scellin eus Tregon. Kimberley 'oa fromet kaer . Gant Erwan Blanchard.