en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur gumun vras tro dro da Wengamp.

Ur gumun vras tro dro da Wengamp.

E Gwengamp eo bet lañset ar gaoz gant ar maer Philippe Ar Gov, ha prezidant ar gumuniezh kumunioù, Yannig Ar Gov, da vodañ meur a gumun da sevel unan vras. Ar soñj a vefe bodañ 6 kumun da vont d'unan: Plouvagor, Gras, Sant Eganton, Pabu, Plouizi, ha Gwengamp 'ta. Gwir an dra eo bihan tout tachenn kumun Gwengamp. Da skouer emañ an ospital war dachenn Pabu, karter an ti-gar war hini Plouvagor. Evit darn anê eo anat, evit darn all n'eo ket. E gwirionez, evit c'hoazh n'eus bet asantet deus ar mennozh nemet gant daou vaer diwar 7, Philippe Ar Gov, maer Gwengamp, ha Yannig Ar Gov, maer Gras. E kuzul-kêr Gwengamp e seblant bezañ asantet ar soñj da vat. Yannig Kerlogod zo dilennet en tu-enep, daoust da se e sav ali gant ar maer war an dra-mañ, sevel ur gumun vras. Pelloc'h gantañ deus mikro Tugdual Karluer.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio