Variscan : degouezhet er vro pe get?
'Mañ ar stal Variscan oc'h esa sevel mengleuzioù e meur a lec'h e Breizh war glask metaloù ral. Er Morbihan 'vez, war-dro da Silieg, pe en Aodoù An Arvor war-dro da Verleac deus un tu ha Lokenvel deus an tu all. Evit gellet klask eo ret d'ar stal variscan mont war ha dre dachennoù, parkeier pe liorzhoù an dud. Met n'eo ket ret asantiñ laoskel digor an dachenn dê. Gant ar gevredigezh Douar Didoull, savet 'enep d'ar raktres war dachenn PERM Lokenvel, ha dilennidi zo, zo graet brud evit ma lârfe an dud o soñj. Evit nac'h gwelet variscan war e dachenn eo ret kas ur baperenn en ti-kêr ar gumun. Ha gant ur bern tud zo bet graet hiviziken, evel 'kont Gwenn Besnard deomp, hemañ deus ar gevredigezh Douar Didoull. Met pe eo degouezhet variscan er vro pe n'eo ket? Gant Tugdual Karluer.