Ur filaj kan ha leurenn digor o lakaat sonennoù nevez-savet war-wel
Lakaat sonennoù nevez savet war-wel.
Setu pal an nozvezh a vo savet 'benn digwener e Pleuigner gant skipailhad Kerlenn Sten Kidna. Ur filaj kan ha leurenn digor ma vo pedet an dud da lâret sonennoù gant komzoù pe tonioù savet a-nevez. Selaouomp pelloc'h gant Padrig Drean, unan deus an aozerien. Emañ ouzh mikro Katerin Pasko deus Radio Bro Gwened.
Emgav 'benn digwener da 8e da noz e sal ar Vadelen e Pleuigner.