Al lenn hag ar jardin.
E mediaoueg an Erge-Vras, e-kichen Kemper, 'zo kinniget ar miz-mañ meur a emgav e brezhoneg tro-dro an tem-se. Tresadennoù orin eus daou levr graet evit ar vugale 'zo bet staliet war mogerioù al levraoueg ; emgavioù etre an daou dresour, Maël Verot ha Christophe Babonneau, hag ar vugale 'zo bet da heul. Pierre Mens-Pégail, a zo e karg eus an darvoud-se el levraoueg, a lar deomp hiroc'h. Deus mikro Anne Gouerou.
Kendalc'h a raio programm ar vediaoueg ar sizhun-mañ, muioc'h war zu an dud deuet. Degemeret 'vo Jean-Charles Perrazi 'sames gant Angèle Jacq evit ur gozeadenn e brezhoneg ha galleg mesked diwar-benn al "liorzh sitoian"