Emañ ar Redadeg o tostaat.
Adalek an 29 a viz-mañ e loc'ho ar rederien deus Sant-Ervlan e Bro Naoned evit ur sizhunvezh a 1700 kilometr o foetañ hentoù Breizh da zastum arc'hant evit ar brezhoneg. Ouzhpenn 400 kilometrad a chom da brenañ c'hoazh evit ar 5vet Redadeg; kevredigezhioù, kumunioù, aozadurioù, stalioù hag hiniennoù o deus prenet o re dija. Penaos liammañ ekonomiezh ha brezhoneg ? Setu ar goulenn o deus savet Katell Uguen ha Morgane Bramoullé da Loig Jadé, ken-brezidant ar Redadeg.