Get ar gevredigezh Ede Timou Yo vez sekouret get bugale Haïti.
Tolpiñ a ra tud o deus advabet bugale ag an enezenn. Mes iwez tud a faot dezhe sekour gete chom er vro. Àr-lerc'h ar c'hrenndouar oa degouezhet daou vlez 'zo o doa prenet un dachenn ha lakaet en o soñj sevel un ti nevez evit lojiñ an emzivaded ha adsevel ar skol oa bet distrujet. Un hir a labour eo evit kas razh an traoù da benn. Ur feson arall da sekour gete du-hont eo paeroniñ ur c'houedur neus ur familh, ha reiñ dezhoñ an tu da vonet d'ar skol. Gwenaelle Robic a zo perzh er gevredigezh, displeg a ra deomp pelloc'h doh mikro Yaëlle ar Mouel.
http://www.edetimounyo.org/