Disadorn ha Disul 'oa tolpad diwezhañ Kan Ar Bobl e Pondi.
E 1973 'oa bet savet KAB, daet da vout un emgav ret e bed muzik hengounel Breizh. Lod-kaer deus ar ganerien pe sonerien a vez klevet ingal hirie an deiz er festoù-noz pe war leurennoù all zo bet dre KAB. Ul liamm etre ar rummadoù kozh hag ar re yaouank, hag ur benveg da dreuzkas gouiziegezh. Dec'h 'oa bodet tost da 600 a dud evit ar gourfenn.
Er rummad skolioù evit ar c'helc'hiad tri eo degouezhet Skol Gawan e penn, ha skol Bondi war he lerc'h. Selaouomp bugale deus skol Fañch Gwihouz e Douarnenez, degouezhet trede, o lâret deomp penaos eo bet an devezh, ha d'o heul, Tomaz Prad, a oa ba'r strollad-barn evit ar skolioù. gant Tugdual Karluer.