Kan ar Bobl : prest eo bugale skol Diwan Pondi !
Tolpad diwezhañ Kan ar Bobl a vo an dibenn-sihun-mañ e Pondi.
'Benn àrc'hoazh e vo un dro vale sonet, ar c'honkour "kanit 'ta bugale" pe trofe Polig Monjarret evit ar re yaouank hag ur festnoz get loreidi ar blez paset. 'Benn disul e vo deiz braz ar gourfenn ba meur a rummad : kan a-boz, kan da zañsal, kontadennoù, strolladoù, kan ha muzik pe skolioù. Ugent klasad a zo bet dibabet e pep korn ar vro da zonet d'ar gourfenn. En o mesk bugale ketañ derez skol Diwan Pondi, tapet ar priz ketañ gete àrlané. Bet eo Yaelle ar Mouel er skol ar mitin-mañ. Setu Gaidig, Klervi ha Maelis, hag a vo é kas ar sonenn.