Reiñ buhez er lise.
Ar sihun dremenet e oa bodet kant a dud e Mur. Izili kevredigezhoù liseidi skoliataet e liseoù labour-douar ar vro (alesa vez graet ag ar c'hevredigezhoù-mañ). An digarez oa dezhe da eskemm a-ziàr an obererezhoù lieseurt a oa bet kinniget ba bep a lise a-hed an tri bloaz paset en arbenn ag an darvou "lieux de vie, lieux d'envies", ha da vonet pelloc'h evit gouiet penaos lakaat ar liseidi da gemer perzh e buhez o lise. Daou zevezh o deus kaset da brezeg, da soñjal ha d'ober atalieroù. Tangi Sourd a zo e klas BTS gwarantiñ an endro ha prezidant kevredigezh ar liseidi e lise Suscinio ba Montroulez. Emañ douzh mikro Yaelle ar Mouel.