Nullet eo PLU kêr Daoulaz.
Get lez-varn melestradurel Roazhon eo bet nullet, penn kentañ ar sizhun, ar PLU (ar steuñv lec'hel da aozañ) 'zo savet get kêr Daoulas. Tri blez 'zo 'oa savet ar strollad kevredigezhioù ZAC (Zone à conserver) enep ar PLU mañ ha mod-se klask harzhañ kêr Daoulaz krouiñ un tachad koñvers war un dachenn anvet Reun ar Moal. Laouen eo an izili ag ar c'hevredigezhioù a labour evit gwarantiñ an en-dro 'ba bro Daoulaz. Selaouomp André Le Moigne 'zo en o mesk. Gant Erwan Blanchard.