en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Les innocentes

Les innocentes

SIN-160401-LES INNOCENTES.docx LES INNOCENTES Ur film sevenet gant : Anne Fontaine (2016). Gant : Lou de Laâge, Helena Sujecka, Klara Bielawka, Agata Buzek (1e55). N'eus ket fin ebed evid ar re a glask lakaad war-wel an darvoudoù a stivell er buhezioù stank a ya d'ober an denelezh. Trubuilhoù a beb sort, taolioù kàer pe taolioù vil, perc'herinajoù pe brezelioù. Evid pezh a sell douzh an eil brezel-bed n'eo ket bet graet an dro c'hoazh. Penaoz e oa bet bevet ar brezel-se gant ar Rused, da skwer, gant sitoaianed an Unvaniezh Sovietel he doa kollet daou-ugent milion a dud en emgannoù ? Amañ e tenn Anne Fontaine ag an ankouazh un darvoud degouezhet er Pologn e fin ar brezel. Ar Rused just a-walc'h, faezhet an Nazïed gante a-benn ar fin, o doa aloubet tachenn par ma c'hellent douzh tu ar c'hornôg, tra ma klaske Europa ar c'hornôg, harpet kreñv gant an Amerikaned, moned ar pellañ ma c'hellent douzh tu ar reter. P'o doa aloubet ar Rused ar Pologn ne oa ket gant modoù-ober tenerrañ ha traw divalaw a oa bet graet gante. Evel-se e ya an istor war-raog. Ar pezh a vez rebechet d'an nesañ a c'hellomp ober ive diouzh hon tu, aez a-walc'h. Ar Fransizion n'int ket gwell eged ar re arall : goude boud añduret torfedoù an Alamaned en o bro e oa bet lazhet gante ne ouiomp ket re ped mil ag Aljerianiz e Setif diouzhtu-kàer goude ar brezel, e 1945, e-sigur ma c'houlennent frankiz evid o bro. Amañ enta e oa bet palforset leanezed ur c'houvent gant soudarded Stalin ha kontiñ a ra ar film an dizurzhioù en doa degaset an torfed er gumuniezh kloz-se. Rag lod ag ar maouezed-se a oa bet lakaet brazezed, p'ho doa gouestlet o buhez d'o feiz ha n'eo ket d'ur vuhez familh gant bugale. Superiorez ar c'houvent, gouarnourez santelezh he c'humuniezh, a rac'hwiz galviñ ar medisinour. Mez unan ag ar leanezed, spontet gant ar pezh a zegouezhe gant ar re arall pa arrue termen ar gwilivoudiñ, he doa gellet belziñ ur vedisinourez. Kavet he doa honnezh e kamp ar Groaz-Ruz c'hall hag a oa daet nepell da roiñ dorn da Boloniz just goude ar brezel. Diazezet eo ar film war un istoer gwirion. Kreñv eo evel ma c'hell boud ar pezh a zegouezh gant mab-den liez a-walc'h. War harzoù ar vuhez hag ar marw en em gavomp. Etre feulster ha teneridigezh, etre feiz ha dizoueegezh. Pell a-zoc'h bed ar wazed omp. Ar re-mañ ne vezont ket gweled nemed tro-dro, en dregleur peurvuiañ, rag kalon ar film a vleunia gant heni ar maouezed-se, trejeboulet oll gant ar pezh a zo degouezhet trumm warne. Gweled a raomp portredoù braw gwrage tolpet aze evid abegoù dishañval. Gweled a raomp pegen brallet ema daet ar vedisinourez da voud dirag kalonegezh ha feiz ar leanezed, lakaet diaez-braz gant ar pezh a vevont, ken pell ag ar pezh o doa hetet. Setu en un taol o c'horfoù e-kreiz ar leurenn, o c'horfoù disprizet gante marse ha gouest bremañ da c'henel buhez, evel heni ar maouezi m'emaint chomet daoust d'o le. Penaoz gwilivoudiñ ? Penaoz magañ ar pouponoù-se, petra ober gante ? Penaoz o desav pelloc'h ? Gweled a raomp ar stourm etre gwanded ha rusted, etre maouezi dizifenn ha soudarded dilezenn, etre suradennoù hag entremar. Gweled a raomp ive pegen pell e c'hell kas ar feiz pa chom stag douzh an dogmoù, mez pegen entanuz e c'hell boud ive gwezhave pa chom ar galon mestr warni. Santet e vez, a-dreñv, dorn ha kizidigezh Anne Fontaine, he deus gellet roiñ da dostaad douzh ar bedoù kloz dianav dimp, a-benn ar fin. Lou de Laâge, evel medisinourez, a ziskouez pegen bresk ha kreñv war-un-dro e c'hell boud hon kredennoù, kalz ne vern pere int, p'en em gavont dirag an dic'hortoz hag ar rustoni. Jean-Claude Le Ruyet.20160401b.164E.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio