"Ur wech e oa ar relijion e Breizh", un diskouezadeg nevez e kastell Keryann
"Ur wech 'oa ." ar relijion 'ba Breizh. Setu tem an diskouezhadeg 'vo 'ba kastell Keryann 'ba Sant-Nouga adalek warc'hoazh. Gant ur bern delwennoù, taolennoù ha pezhioù 'a gav an nen 'ba ilizoù 'vo displeget peseurt mod 'oa ar relijion 'bar vro e-kerzh ar 16vet kantvet. Marie Maudire 'zo renerez Kastell Keryann 'lar deomp petra 'oa dibar 'ba Breizh d'ar poent se eus an Istor. Gant Erwan Blanchard.