en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

La vache

La vache

SIN-160325-LA VACHE.docx LA VACHE Ur film sevenet gant : Mohamed Hamidi (2016). Gant : Fatsah Bouyahmed, Lambert Wilson, Jamel Debbouze (1e31). Setu ur film joaiuz, inosant zokén. Pa gomzomp ag an Aljeri e vez ataw evid darvoudoù divalaw pe diaez da gleved. A-c'houde ar brezel ema chomet kaoulet an traoù. Ar sinema nawazh a glask digoriñ dorioù serret : Des hommes et des dieux (Xavier Beauvois), Retour en Algérie (Emmanuel Audrain) zo filmoù kreñv hag a ziskouez ar liammoù a stag ar Frañs douzh ar vro-se. Mez chomel a raont war dachenn ar gwad strewet a beb tu. Mall eo selled douzh an traoù gant daoulagad laouennoc'h. N'eo ket propos La vache sevel teoriennoù cheuc'h diwar-benn an Aljeri hag an darempredoù gant ar vro he doa strewet he beli warni adal 1830. Un istoer ag ar re simplañ eo : ur peizant un tammig skañv e benn en doa lakaet en e soñj moned da gas e vuoc'h Jacqueline da saloñ ar labour-douar e Pariz. Goude meur a gandidadur, setu ma oa bet aotreet d'henn ober ha kouviet da zoned da brezantiñ he loen karet d'ar juri. Liez e vez lâret gant tud fur ar blanedenn n'eo ket ar pal lakaet a gont mez an hent graet evid tizhoud ar pal. Setu amañ ur skeudennaouiñ sklaer ag ar reolenn-se : an hent eo a gont, muioc'h eged ar pal. Setu neuze an tu roet da Fatah da voned gant e hent. Mez penaoz ? War-droad. War-droad beteg Pariz. Evel-just e soñjomp n'eo ket un dra a-vremañ. Hiziw e fard an den en tren pe er c'harr-nij evid beajiñ. Rag daw eo moned fonnabl hiziw-an-deiz ha n'eo ket chomel da ruzal en hent. Ne gont ket mui an hent, e gwirionez. Gourhentoù pe hentoù-tizh, TGV-ioù, kirri-nij (zokén evid moned da weled un espozadeg da NY ha distro !). Na gomzit ket ag an amzer kollet war an hent. Nawazh, "pa'm behe amzer, a lâre ar Priñs Bihan, e kerzhehen dousig da gavoud ur feuntan..." Fatah, eñv, ne chom ket da dermal. N'eo ket druz e geusteurenn, nen deus ket a segal, setu perag, krenn-ha-krak e ya en hent war-droad, ar pezh a oui ober. Ha Jacqueline ive a oui kerzhed. Rag evel ur jao e veve war an dachenn dija, gouest da zougen traoù ha tud. Ur vuoc'h a-feson eo Jacqueline, un anw galleg bet roet dezhi abalamour m'ema ag ar Frañs, just a-walc'h. Ha Jacqueline ne ra ket beg vil da Fatah e-sigur m'ema aljerian. Roiñ a ra he laezh dezhañ ha d'e familh dichipot-kàer. Rag sod eo Fatah ganti, beteg re sur a-walc'h, hervez tud ar gêriadenn hag a ra goap anezhañ. Ne vern. Diseblant e chom Jacqueline douzh an taolioù teod-se. Gwir eo e sach ar c'houblad-se evezh ha jentilded an dud en e geñver. Rag ur paotr didro eo Fatah. Lâred a ra diouzhtu ema é voned da Bariz da salon ar labour-douar (soñjit 'ta, Pariz war-droad evid ar re a zo é chom e Marseilh !). Truez o dez an dud doutañ, mez pas hebkén, rag ur paotr joaiuz-braz eo Fatah ha gouied a ra lakaad an dud en-dro dezhañ da c'hounid un tamm ag ar joa-sen ive. A-benn ar fin e sav istim enne evid ar paourkaezh den, ken fiziuz en e blanedenn ma ta an tele da grogiñ en afer ha ma ta e veaj da voud ken brudet evel an Tour de France. C'hoarzhed a raomp, ha teneridigezh a sav en hon kalonoù evid an den, ken pell ma chom a bouez an istor, ken digor m'ema war ar bed nevez a garehemp oll sevel. Siwazh, re liez e chomomp marse heb moned e darempred gant ar re nad int ket eveldimp, na soñjont ket eveldimp. Montaigne nawazh a lâre : "Moned a ran daved an heni a sav eneb da'm soñjoù, hennezh eo am laka da voud pinvidikoc'h". Jean-Claude Le Ruyet.20160325c.163E.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio