Liammiñ skeudenn Vreizh hag hani ar labourerien-douar.
Setu pal ar gevredigezh "Labourerien douar Breizh" hag a zo bet savet 4 blez 'zo bremañ. Dimeurzh e Logunec'h e oa an emvod meur. ha lakaet eo bet ar gaoz àr skeudenn ar labourerien douar hiziv an deiz. Hrevez meur a sontadeg e weler un diforc'h bras etre pezh a soñj an dud diàr-benn ar labourerien douar hag a zo sonjoù mat d'ar liesañ hag a-ziàr ar labour-douar dre vraz hag a vez gwelet èl ur labour industrializet é ober gaou doch an en-dro. Klask a ra ar gevredigezh lakaat an div skeudenn da vonet assamblez ha da chenj, ha brudañ ar liamm zo etre ar vicher hag an douar lec'h ma vez gounezet o froduioù : Breizh. Pierre Bihan-Poudeg a zo perzh er burev. hiroc'h e tispleg deomp douzh mikro Yaelle ar Mouel.