Difennet e vo implij an neonicotinoides, ul louzoù kreñv a dag ar gwenan
Fin ar sizhun dremenet 'oa votet gant an deputeed e Pariz, un destenn da zifenn implij an neonicotinoides, ur familh louzoù kreñv spontus a zo implijet e bed al labour-douar. Efedoù war yec'hed an dud, war ar gwennan ivez a zo gant seurt pestisidoù. Ur bazenn a-raok 'vit ar saverien gwennan, gwir, met lakaet 'vefe e pleustr devezh kentañ miz Genver 2018 hepken. Selaouomp soñj Jean Masson, gwenaner amatour e Sant-Derc'hen. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.