Repuidi : stad an traoù e bro C'hres.
Emañ ar realizatour Mikael Beaudu hag e skipailh o paouez dont en-dro deus Lesbos e bro C'hres. N'eus ket ken pell 'zo en oa Mikael sevenet ur film e bro Kurdistan hag eno en oa graet anaoudegezh gant Saif, ur repuad deus Sinjar en Irak. E miz Eost 2014 e oa bet drailhet kêriadenn Sinjar gant «daesh », ha gellet en oa Saif terc'het kuit. Dre internet hag ar rouedadoù sokial en eus Mikael Beaudu adkavet roud an den. Dibabet en eus neuze ar vreizhad mont d'e heul, pa klask ar repuad mont bremañ deus Bro C'hres da Alamagn. Arno Vannier a zo paotr ar c'hamera, emañ o paouez distreiñ deus eno. E sell war stad an traoù ouzh mikro Laetitia Fitamant deus Radio Kerne.