Kejadennoù: daou devezh 'vit prederiañ war skrivañ pezhioù-c'hoari e brezhoneg
Prederiañ war ar mod da skrivañ pezhioù-c'hoari a-vremañ e brezhoneg eo tem daou devezh kejadennoù kinniget Teatr Piba. Bodet 'vo digwener ha disadorn an holl a ra c'hoariva e brezhoneg, 'zo plijet gant ar c'hoariva hag a fell dezho dont d'en em soñjal war an tem man 'ba Ti ar c'hoariva 'ba Lambezelleg 'ba Brest. Kinniget 'vo prezegennoù, prantadoù eskemm, taolioù-krenn ha tammoù pezhioù-c'hoari d'ar re a gemero perzh 'ban emgav. Maïwenn an Nedeleg, 'zo karg euys ar c'hehentiñ ha eus ar produiñ 'ba Teatr Piba, a displeg deomp petra 'neus lakaet 'nezho da sevel o daou devezh mañ.
Kinniget eo Kejadennoù gant Teatr Piba da geñver sizhunvezh ar brezhoneg.