Forom an implij gant Stumdi : digor d'an holl
'Vit an trede bloavezh 'vo kinniget gant servij hentañ Stumdi forom an implij 'benn diriaou e Landerne. Stumdi 'zo un ensavadur da gelenn brezhoneg d'an dud deuet a fell dezho labourat e brezhoneg. Standoù dalc'het gant tud a-vicher a vo kinniget d'ar stajidi a zo o teskiñ brezhoneg hag evit ar wech kentañ e vo digor d'an holl. Selaouomp displegadennoù Lara Lejeune, a zo karg eus ar c'hehentiñ evit Stumdi. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.
Dalc'het 'vo ar forom e sal Sant-Ernel e Landerne etre 1e30 ha 5e d''abardaez!