Ur referundum evit an adunvanidigezh.
"A-du vehec'h ma vo distro departamant ar Liger Atlantel e Rannvro Breizh?" Setu ar goulenn deus c'hoant stourmerion Breizh Unvan sevel da annezidi ar Liger Atlantel. Goude bout klevet izili ar gouarnamant é kinnig ur referundum lec'hel a-ziàr an aerborzh e Kernitron ar Lannoù eo daet ar soñj dezhe goulenn kement-mañ da-genver an adunvaniezh. Gouiamp pelloc'h get Alan ar Gal, perzh e Breizh Unvan. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.
'Benn àrc'hoazh e Naned e vo un dolpadenn da 2eur dirak ar prefeti diàr galv Breizh Unvan. hag emañ iwez ar c'holektif é labourat da sevel ur vanifestadeg braz hag a vo 'benn ar 24 a viz Gwengolo e Naned.