en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Brexit : sell ar Saozon é chom e Breizh.

Brexit : sell ar Saozon é chom e Breizh.

'Benn miz Even zo ur referendum da vezañ er Rouantelezh unanet, a vez graet anv anezhañ gant ar ger Brexit. Gant ar Brexit e fell da bolitikourien zo e Breizh Veur reiñ tu d'ar Rouantelezh unanet da guitaat unvaniezh ekonomikel Europa. Kaset int gant maer Londrez, Boris Johnson. En tu all 'mañ ar c'hentañ ministr David Cameron 'enep d'ar Brexit, evit ma chomo Breizh Veur en unvaniezh Europa. Met daoust petra eo sell ar Saozon annezet en tu-mañ da Vor Breizh, graet o soñj gante bevañ en ul lec'h all en Europa 'ta? E Gwareg, e kreiz Breizh, eo staliet ar gevredigezh AIKB, association d'Intégration en Kreiz Breizh, ur gevredigezh Saozon, he fal sikour Saozon all d'en em staliañ amañ. Digarez 'peus bet da glevet an abadenn Spotlight on Brittany, aozet gante, war gwagennoù RKB hag RBG. Elaine Agrell zo perzh en abadenn-mañ, un nebeud displegadennoù ganti. Gant Tugdual Karluer.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio