en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Basket : trec'h eo merc'hed Landerne !

Basket : trec'h eo merc'hed Landerne !

Ur c'hrogad eus ar re wellañ 'oa c'hoariet gant merc'hed Landerne Breizh Basket disadorn noz! Aet an trec'h ganto ouzh Aulnoye gant un disoc'h a 77-60. Un taol kaer da vat peogwir emañ Aulnoye en trede plas ouzh renkadur Lig 2 merc'hed. Just war lerc'h emañ merc'hed Bro-Leon e pevare lec'h& ha gounezet ganto o flas 'vit kemer perzh 'bar Play-Offs. Steven Guegueniat 'zo sponsor ar skipailh gant e embregerezh 'oa war blas disadorn. Paotr ar melldroad eo, da gentañ, met kavout 'ra e lod gant ar basket ivez. Gant Erwan Blanchard. Pevar devezh kampionad a chom araok ar Play-Offs& hag da geñver ar c'hrogad kentañ 'vo 'ba Landerne, d'ar 26 a viz Meurzh, 'tegemero merc'hed LBB ar skipailh eus Tarbes 'zo e plas kentañ ouzh ar renkadur.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio