Bodadeg evit ar vro.
Setu anv ur strollad nevez, ur seurt think tank a glaska diwhenn soñj ar boblañs a-ziàr danvez Breizh. Faotiñ a ra dezhe lakaat o mouezh da vout klevet e meur a zachenn èl ar politikerezh pe an ekonomiezh. Ur c'hetañ kollok oa savet disadorn paset e Kaodan diàr-benn ar liesyezhegezh, kempenn an tiriad hag an aduvanidigezh. Jean-Louis Le Mée zo e mesk an dud a gas ar voda-mañ da benn. Doh mikro Yaëlle ar Mouel.