en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Digablus eo stourmer Ai'ta.

Digablus eo stourmer Ai'ta.

Dec'h e Gwened e oa barnet ur stourmer ag ar c'holektif Ai'ta. Tamallet e oa bet dezhoñ bout bet laeret pannelloù kehentiñ e skol-veur kreisteiz Breizh e miz eost paset. Douget oa bet klemm get tud ar skol-veur e-raok er lemel goude. Chwajet oa bet get prokulor ar republik monet betek penn ha gervel ar stourmer dirak ar lez-varn. Goude un hanter euriad a eskemmoù eo bet graet he soñj get prezidantez an tribunal dizalc'hiñ ar stourmer ha goulenn ar "relaxe", ha p'he doa ar brokulorez goulennet 500 euro a amant. Un hanterkant bennak a dud oa daet dec'h da souten ar stourmer. En o mesk, Per-Vari Kerloc'h, Lena Louarn ha Tristan, ezel Ai'ta. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio