en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

les délices de Tokyo

les délices de Tokyo

SIN-160219-LES DELICES DE TOKYO.docx LES DÉLICES DE TOKYO Ur film sevenet gant : Naomi Wakase (2015). Gant : Kirin Kiki, Masatoshi Nagase, Kyara Uchida (1e53). Setu ar Japon : un enezenn enni kant ugent milion a dud. Du-hont e ra an trenioù ar memez trouz hag amañ. Du-hont e kav diaez an den da sevel abred da vitin. Du-hont e vourr an dud debriñ traoù c'hweg pa c'hellont. Du-hont, daoust da zizalbad ar vuhez vodern, e vez roet d'an natur ur lec'h hag a gont kalz c'hoazh. Biskoazh n'on ket bet er Japon. Nawazh em eus klevet a-liez komz ag an nevez-hañv du-hont, gant ar c'herezennoù e bleuñv. Un tamm kompren marse am eus tapet ag an c'hoari soutil a ra ar Japoned gant an dour, an avel, ar menezioù, ar bleuñv, an heol. Ar sav-heol. Ar soursi o dez ag o hendadoù. An temploù savet e lec'hioù braw-braz. N'heller ket ankouaad nawazh tu teñwel ar vro : Hiroshima, Fukushima. Mez edan ar moged ema ar vuhez en he barr. Setu ur film nebeud a gomzoù ennañ, ur film difonn-kàer, mez leun a from, leun a gompren, leun a garantez ive evid ar pezh a zegouezh. Er Japon eh omp, mez e-kreiz an denelezh omp, hag e-kreiz an denegezh ive. Kleved a raomp c'hoarzh ar liseadezed ha heni ar vaouez gozh. Gweled a raomp bleuñv ar c'herezennoù ha diskenn euruz o fetalennoù gwenn war an douar, evel erc'h sec'h. Ne welomp ket Tokyo, ar gêr vraz. Ema e verviñ du-se, en tu arall ag an hent-houarn, en tu arall ag ar batimantoù du, pelloc'h. Un dra bennag a dremen, un dreuzlakadenn. Un segredenn roet gant ar vaouez gozh d'an den yaouank. Ober a ra hennañ dorayaki, katew fourret gant ur fars c'hweg hag ar fars-se graet gant fav ruz a ro dezhe o douster hag o sukr. Gouied a ra ober. Doned a ra tud d'o frenañ ha d'o debriñ. Mez n'anav ket an den yaouank-se yezh ar vuhez. Ur paotr a gêr eo. Ne oui ket petra eo an natur. Ne oui ket petra eo ar vuhez zokén. Ober a ra jestoù mekanik heb kariñ ar pezh a ra. Ar fav ruz zo fav ruz, ha mad pell zo. Ha nawazh n'eo ket evel-se e ya an traoù war-raog, a lâr ar vaouez gozh dezhañ. Un hir a amzer o deus gortaet ar fav ruz-se edan ar glaw, an heol hag an avel. Un hir a hent o deus graet evid doned beteg e stalig. Ur yezh o deus. Gouest int da gontiñ o istoer d'an heni a chelaou doute. Neuze e rank an den diwall doute ive, o respetiñ, ober e seizh gwellañ evid o golc'hiñ, evid o foazhañ, o riñsañ hag o foazhañ en-dro, beteg ma vint darew. Neuze e roint ar pezh a zo enne, en o askre, evid eurusted an denion a gavo gante o magadur hag o flijadur war-un-dro. Kontiñ a ra ar bravig a film-mañ un emgav etre daou voud, gwaz ha maouez, yaouank ha kozh, gloazet o daou gant ar vuhez. Un emgav etre ar vuhez é voned kuit hag ar vuhez é tiwanañ. Zokén pa vez dister an dud, zokén pa vezont uvel ha simpl, zokén pa vezont lakaet er-maez mui pe vui, ataw e chom e peb unan un tan ha na fell ket mervel. Un tan prest da flammañ pa c'hwezh an avelig warnañ. Ha boud eh eus tud hag a oui c'hwezhañ war ar c'hozh tan evid henn tanañ hag her bevañ a-nevez. Daet eo Naomi Kawase betegzimp gant ur berlenn a varzhoniezh. Un oberenn zenn ogozig. En tu-hont a safar ar vuhez vodern hag a gousi an endro diremed gwezhave. Kollet hon eus hon eneoù, mez gelliñ a raomp o c'havoud en-dro mar klaskomp en natur. Diwallit : ema an natur é toned en-dro, enni ar lusk, ar furnezh, an talmañ, ar vuhez liessort. Graomp lec'h dezhi d'hon aweniñ en-dro... Jean-Claude Le Ruyet.20160219b.158E.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio