Direct-Energie-Siemens 'ba Landi 'vit kinnig o raktres
Gant Ti kêr ///Landivizio/// ha Kumuniezh Kumunioù Bro-Landi 'oa aozet un emvod da ginnig an embregerezh a savo ar greizenn d'ober tredan gant gaz, unan eus lodennoù Pakt Tredan Breizh. Ur c'honsortium eo kentoc'h da laret eo ///Direct-Energie/// asambles gant ///Siemens///. Tra souezhus 'ban abadenn ne oa den ebet eus ///Rannvro Breizh/// ha den ebet eus ar ///Stad/// 'ba sal ar c'huzul kêr ar beure mañ. Koulskoude eo ganto eo savet ar raktres. Diskouezh eo a-bouezh an uzin, propr ha anet 'vit an en-dro eo ar pezh fell d'an holl lakaat 'ba penn an dud 'bar vro. Votet tost a-unvouezh gant kumuniezh kumunioù Landi 'oa degemer an uzin gaz. Selaouomp ///Jean-Pierre Breton///, eil pdt ar gumuniezh ha maer Sizun. Gant ///Erwan Blanchard.///