en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lañset eo Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold

Lañset eo Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold

Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold 'vo dalc'het 'ba Brest 'benn miz Ebrel kentañ. Kant hanter kant gourener 'vo 'ba sal an Arena. Dont 'reont eus daouzek bro : Bro-Saoz; Aostria; Bro-Skos; Inizi Canari; Cantabria ha Leon (e Bro-Spagn); Bro-Iwerzhon; Islande; Frieslan (Izel-Broioù); Sardaigne ha Suède. 'Benn 6 miz eo war an ton bras 'vo lidet 30 ar c'hampionadoù mañ: 'ba sal an Arena, ur sal nevez flamm lec'h ma c'haller lakaat 4000 a dud. O c'hortoz an darvoud mañ gant hast warno emañ gourenerien Breizh. Klevet 'vo div c'hournerez, Pauline Celin hag Annaelle Le Piolet 'zo o prientiñ ar c'hampionadoù, met da gentañ selaouomp Gérald Brunou, gourener e Brest.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio