en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Korrigo : ur gartenn evit beajiñ e Breizh ha muioc'h c'hoazh...

Korrigo : ur gartenn evit beajiñ e Breizh ha muioc'h c'hoazh...

Ur gartenn nevez a zo e Breizh evit an dud da veajiñ barzh transportoù disheñvel hep kaout da brenañ bilhedoù disheñvel. KorriGo eo anv ar gartenn velen-se, ha roet oa bet lañs dezhi e Roazhon, da gentañ, e 2006. Met ar rannvro ha lod eus an departamantoù ha kerioù e Breizh 'n eus kenlabouret gant an SNCF evit diorren ar rouedad. Gérard Lahellec, eil-prezidant ar rannvro e karg eus an transportoù, a oa ba ti-gar Kemper dimerc'her evit brudañ ha displegañ ar servij nevez-se. @@@Ur gartenn a c'hello spiañ an dud pe get ?@@@ Ar c'hartennoù KorriGo zo personel. Derc'hel a reont kont eus oad an dud evit kaout distaolioù war ar priz. E-giz ar gartenn Moneo e c'hell ar veajerien kargañ o c'hartenn 'ban tier-gar pe memes er gêr war internet. Un tamm tabut zo endro da GorriGo pa glemm lod gant aon vefe miret titouroù diwar o fenn gras d'ar sistem-se. Aon o deus e vefe miret oc'h anv ha roud eus o beajoù e-barzh un diaz titouroù, ar pezh na vefe ket diouzh lezenn. Gérad Lahellec neus respontet d'ar goulenn-se, o tiskleriañ eo bet kemeret e kont, ha ne vo morse eskemmet an titouroù-se etre ar bourvezerien beajoù.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio