Bro Siri : un diviz hag ur pred e Douarnenez d'ar sadorn 10 a viz Meurzh
Tost 8.500 den 'zo marv e Bro Siri abaoe penn kentañ ar ravolt 'neus kroget bloaz 'zo bremañ, a-enep an diktatour Bachar al-Assad. Miliadoù a dud a glask mont kuit eus ar vro. E memes amzer e kendalc'h Bro Russia da stañkañ divizoù an ONU. Penaos sikour an dud 'ba Bro Siri ? Klask bezañ kelaouet 'zo un dra a-bouez evit ar c'homite geveliñ etre kêr Douarnenez ha kêr Rashidiye e Bro Palestinia. Aozet 'vo disadorn 'ba Douarnenez un diviz hag ur pred bras diwar benn keleier diwezhañ an dispac'h e Bro Siri.
Ezhomm 'zo en em gelaouiñ peogwir eo luziet spontus, a zispleg deomp Youenn Jardin, ezel ar c'homite.
Disadorn 10 a viz Meurz neuze :
Sal ar gouelioù, 5 eur : an diviz ; 7e30 noz : digor kalon ha pred sirian ha palestinian gant lennadegoù ha filmoù.