Keleier 5:30
@@@7seizh : ur media nevez e Breizh.@@@
Miz 'zo zo bet roet lañs d'ar blog 7seizh àr internet. Pal ar media-mañ eo kelaouiñ an dud àr danvez Breizh : ekonomiezh, sokial, yezhoù, sevenadur, ha dreist-holl politikerezh. Dre meur a stumm èl pennadoù skrid sur-walc'h, atersadennoù audio, videoioù pe fotoioù. Lec'h 'zo evit ur lec'hienn a-seurt-se hrevez Fabien Lécuyer zo é penn 7 àr seizh.
Selaouamp dohtoñ
@@@'Benn ar week-end kentañ 'vo dalc'het ar 14vet Foar vBio 'ba Landerne.@@@
Ur foar savet get komite skoazell skol Diwan. E-korv daou zevezh 'vo àr dro 110 marc'hadour àr ar lec'h. Prezegennoù 'vo keunniget d'an dud zay d'ober un tamm tro. Dre skwer unan 'vo kaset da benn get Marie-Jo Fourès a Cap Santé, evit komz diwar-benn ar boued mat da zebriñ. Jean-Yves Brelivet, ag ar gevredigezh Approches, a brezegay diàr-benn ar mod "armoricain" da sevel tier ekologel. Deomp da selaou Jean-Raphael Moal, unan a aozerion ar Foar.
Displeget 'neus da Erwan Blanchard, e berzh 'ban afer
@@@Get bagad Karaez ha DJ Zebra zo ur bladenn àr ar stern.@@@
Goude bout en em gavet meur a wezh asambles àr leurenn an Erer kozh eo waet ar sonerien er studio. Tri devezh zo bet kaset gete é enrolliñ ar bladenn. Ur feson nevez da labourat evit sonerien ar bagad, hag a zegas un tamm sell àr modoù muzik disheñvel, èl ma lâr Luc Tautou deomp, ezel anezhoñ a vagad Karaez.
Emañ doh mikro Tudual Karluer