13vet salons ar levrioù evit ar re yaouank e bro ar Roue Morvan.
E Gourin o deus kroget an traoù ar sihun dremenet hag e pado betag disul du-se evit monet goude d'ar Gemene etre an 2 hag an 6 a viz C'hwevrer. Ganet e oa ar saloñ-mañ diàr ar fed n'eus ket stal-levrioù evit an dud yaouank erbet er vro, hag evit reiñ an tu d'ar familhioù ha d'ar vugale da gavout peadra da lenn. Digor eo ar salons d'an holl. Labouret e vez get skolioù ar vro iwez. Dec'h e oa bet bugale klasoù divyezheg skol Jean Moulin e Langoned ha skol Jean Rostand e Gourin. Klevet e vo o skolaerezed Nolwenn Le Nouveau ha Loeiza Quere. Get Yaelle ar Mouel.