en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Manifestadegoù e Kemper.

Manifestadegoù e Kemper.

Manifestet 'zo bet graet disadorn e Kemper. Deus un tu deus ar stêr Oded e oa bodet kazi mil a dud diwar galv ar bodad enepfaskour a vro Kemper. Deus an tu all, plasenn ar Resistañs e oa ur c'hant bennak a izili deus ar bodad Adsav o reiñ da c'houzout o enebiezh d'an embroidi. E penn-kentañ an abardevezh ha dindan ar glav-bil en eus ar bodad enepfaskour embannet e c'hoant da welet Breizh « kengred » ha « doujus » ha galvet eo bet an dud da stourm 'enep d'ar gwennelouriezh ha d'an tu-dehoù pellañ. Er penn all e veze klevet Adsav o sevel a-enep d'ar repuidi ha d'an embroidi bet degemeret nevez 'zo e Fouen pe c'hoazh e Pleiben. Niverusoc'h eo bet neuze an enep-faskourien e Kemper disadorn, o vodañ strolladoù politikel deus an tu-kleiz, met ivez Lig Gwirioù Mab Den, Attac, ar bodad evit ar peoc'h pe c'hoazh feministed Gast!. Nac'het o deus stourmerien Adsav reiñ o soñj deomp, selaouomp neuze Yves Jardin, stourmer evit ar peoc'h dre ar bed ha Tangi Louarn, ezel eus Lig Gwirioù Mab Den ha Kevre Breizh. Emaint ouzh mikro Katell Uguen.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio