en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Brest : 15 000 a dud evit emrenerezh ar CMB.

Brest : 15 000 a dud evit emrenerezh ar CMB.

War dro 15 000 a dud 'noant manifestet, 'ba Brest dec'h, 'vit goulenn groñs 'chomfe CMB-Arkea emren. Ur raktres 'zo gant Kengevread broadel ar C'hef-kengred sevel statutoù nevez 'vit kreñvaat unanviezh ar stroll Kef-Kengred. Daou 'zo 'ba Bro-C'hall: CMB-Arkea lec'h ma kaver CMB; Kef Torosad Kreiz ha Kef Kreisteiz ar reter; hag en tu all emañ Kef kengred Reter Bro-C'hall. Hervez tud CMB-Arkea e fellfe da renerien Kef kengred reter Bro-C'hall lakaat o c'hrabanoù war ar bank 'zo staliet 'ba Relecq-Kerhuon e kichen Brest. En arvar 'vije lakaet war dro 4000 plas labour 'ma 'vije kreizennet ar bank hervez ar sindikadoù. Derc'hel sez CMB-Arkea 'ba Breizh 'oa lugan ar vanifesterien. Selaouomp Goulven Kadored 'zo implijet gant ar CMB amañ 'ba Relecq-Kerhuon. Gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio