An Aocher : c'hoari biz-meur war vor evit rastellat arc'hant da sevel ur vag
War ur gador-ruilh emañ Marc Dufeil dibaoe un toullad bloavezhioù bremañ. Met un huñvre 'zo gantañ, foetañ morioù ar bladenn war ur c'hatamaran ekologel.
'benn kas e huñvre da-benn en eus Marc savet ar gevredigezh An Aocher. Ur vag 'zo bet prenet gant ar pal staliañ ar vag evit ma vefe azasaet da Vark, ha ober outi ur benveg ekologel war un dro. Siwazh ez eus bet souezhadennoù fall gant ar vag ha dav eo adsevel anezhi penn-da-benn. Evit kavout an 40 000 a vank evit kas ar raktres da-benn e fell da Varc Dufeil mont da wel an embregerezhioù& Ha kement-mañ dre c'hoari biz-meud war-vor. Selaouomp anezhañ.
Evit sikour Marc ha gouzout hiroc'h war ar raktres, kit da deurel ur sell ouzh lec'hienn an-aocher.com