14vet troiad filmoù-bevaat e brezhoneg 'zo lañset e Douarnenez
Roet 'zo lañs da 14vet troiad filmoù-bevaat e brezhoneg. Betek miz Even e vo skignet e pep lec'h e Breizh hag e Pariz, tresadennoù-bev advouezhiet e brezhoneg gant Dizale. Skolidi an teir hentenn divyezhek publik, katolik ha Diwan, ho do tro neuze da zizoloiñ daou film nevez. Ar mintin-mañ e oant skignet evit ar wech-kentañ. Deomp da sinema Le Club e Douarnenez. Gant Katell Uguen.