en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Manifestadegoù all a vo warc'hoazh enep d'an danvez aerborzh e Kernitron al Lann

Manifestadegoù all a vo warc'hoazh enep d'an danvez aerborzh e Kernitron al Lann

'Benn arc'hoazh 'vo manifestet adarre 'enep d'an danvez aerborzh e Kernitron al Lann. N'eo ket en Naoned 'vo dalc'het an abadenn en dro-mañ, e Roazon 'ni 'vo ar vanifestadeg pennañ, 'benn arc'hoazh adal unnek eur beure. E lec'hioù all 'vo ivez, evel e Gwengamp. Dalc'hmat zo galvet da vanifestiñ, war drakteur, war velo pe war droad, 'enep na vo skarzhet tud, peizanted pe berc'henned all, diwar o douaroù. Ur mod da derc'hel da lakaat gwask da-geñver ar prosez a oa dalc'het dimerc'her en Naoned. 'Benn ar bemp warn ugent deus ar miz 'vo roet ar varnadenn da c'hoût. Gwenn Besnard zo 'touesk aozerien ar vanifestadeg e Gwengamp, aterset eo gant Yann Ber Gwiader en RKB.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio