Keleier 8:45
@@@Yac'haat an dour : gouiet hiroc'h get an ADUCC.@@@
E kanton Kallag, en Aodoù An Arvor, zo bet savet ur gevredigezh e miz kalañ-gouiañv 2010, ADUCC he anv, evit klask mont e darempred get an dilennidi da lakaat ar gaoz àr pezh eo yac'haat an dour lous e ti an dud. Gete zo bet savet meur a emvod, ha pedet an dilennidi seul taol. Betag bremañ n'eus bet maer ebet evit dont da gaozeal get an holl. Edan kirriegezh ar maerioù emañ lakaat doujañ d'ar lezenn doh ma sell yac'haat an dour. Pezh zo eo bet fiziet ar c'hontrolioù er c'hanton en un embregerezh privez staliet e Sant Brieg. Ha kant pevar euro ha tregont e ta bep kontrol hep goûiet d'an dud da venn eh a an argant-se. Muioc'h a zisplegadennoù get Yves Lancien, teñzorer ar gevredigezh. Doh mikro Tugdual Karluer.
///atersadenn/// Yves Lancien
@@@Taolet eo bet termen d'an deiz bet lakaet evit degemer keunnigoù adkemer ar stal Girex-Mazal e Kemper.@@@
Sanset o doa an antreprizioù betag dilun evit reiñ o raktres. Evit rma hellay diw antrepriz peurachuin o raktres en deus devizet ar melestrour Franck Michel o reiñ muioc'h a amzer. 'benn an ugent a viz Imbril e vo ret gober ar c'heunnigoù. Hrevez Pierre Quéau, mouezh aotreet an implijidi « n'eo ket un dra fall ma servija an dra-se evit ma ne vo ket skarzhet a bostoù-labour ». 'benn ar pemp a viz mae e vo roet e jujemant get lez-varn Versailles. Teir antrepriz deus n'um lakaet àr ar renk betag bremañ.
@@@Manifestet o deus lod medisined e Plerin.@@@
Arsavet o deus get o labour dec'h ha bodet e oant evit lakaat àr-wel ar fed ne vez ket kemeret lec'h razh ar vedisined pad eo an termen dezhe da vout e retred pe e-rok mem. Dre skwer blez'zo e Plerin o doa dilezet o c'habined daou vedisin. Den a zo daet en o lec'h a-c'houde. Hrevez ar vedisined emañ ret brudiñ talvoudegezh ar vecher medisin hollek davet an dud yaouank.
@@@E Kemper eo ar skoazellourion sokial deus roet o mouezhoù da glevet.@@@
Kant ugent e oant dec'h é vanifestiñ. Hrevez o soñj ne vez ket anavet o live studioù. Evit bout gobret emañ ret dezhe bout tri blezad studi àr-lerc'h ar vachelouriezh padal e chomant get ur statud daou vlezad studi. Goulenn a reont bout àr mem live ar glandiourezed dre skwer vez-gi anavet tri blezad studi. Kaset o deus o goulenn dre ur mennad d'an DDASS.
@@@Gérard Gautier a Sant Brieg zo kandidat en arbenn ag ar bouezherezh prezidant vo 'benn ar blez-mañ-za.@@@
Hennezh a zo e penn ar strollad « blanc c'est exprim;. A-c'houde nandek kant nav ha pevar-ugent e stourma evit ma vo anavet ar mouezhoù gwenn. Kuzulier rannvro oa bet etre nandek kant daouzek ha pevar-ugent ha nandek kant triwec'h ha pevar-ugent.
@@@Priz ar laezh@@@
Daou gant nav euro ha pevar-ugent pik dek santim ha tri-ugent, setu ar priz evit mil litrad laezh e miz Imbril. Embannet eo bet an doere get ar CILOUEST doh ma sell produktourion Breiz ha Broioù ar Liger.
@@@Ur miz hanter eo Eden bremañ.@@@
Eden, ur c'hañval bihan 'zo ganet 'ba ur park anvet "Ti-Feurm Eden" iwez. 'Ba parrez Sant-Nouga emañ, lec'h ma gaver un dra dreistordinal all : Kastell Keryann.
Eno 'ba paradoez ar loened 'no tro Eden da vevañ get loened pevar-ugent spesad dishenvel. Ha dija 'ra berzh ar c'hañval bihan peogwir eo unan ag ar re gentañ 'zo ganet 'ba Breizh, moarvat, èl ma 'neus laret Jo Le Deunff, perc'henn ar park, da Erwan Blanchard.
///atersadenn/// Jo Le Deunff
www.ferme-eden.fr/
@@@Kerzhadenn mod bro finland vo graet er Rando Muco.@@@
Ba benac'h e vo savet an darvour èl bep blez evit rastellat argant evit sekour get an dud klañv get ar muco. 'benn ar pevar àrn-ugent a viz imbril e vo hag an taol-mañ vo un dra nevez. Ur pennad hent pevarzek kilometrad d'ober en ur gerzhet mod bro finland, da lâret eo get daou vazh-karbon, unan ba bep dorn. Berzh ra ar sport nevez-mañ, savet e nandek kant seitek a pevar ugent er finland. Brigitte Le Guenic deus krouet ur c'hlub mem e sant aghaton e mis gouel mikel paset. Kant dek den a gemera perzh ennoñ dija.
http://www.lapierrelebigaut-muco.org/