Hiziv 'oa dalc'het ar prosez da skarzhañ an dud diwar ZAD Kernitron al Lann
Doser aerborzh Kernitron al Lann da gregiñ. Hiziv 'oa dalc'het ar prosez da skarzhañ an dud diwezhañ o chom war ar ZAD, diwar o douaroù. Peizanted ha perc'henned all.
Raktal 'neus roet ar barner Pierre Gramaize da c'hoût na vo ket embannet an diviz hiziv met d'ar 25 a viz Genver da 2e gm. Da ziskwezh souten d'an dud war blas 'oa manifestet a bep tu ar mintin man. E Brest, Roazon, Kemper, Naoned, sur deoc'h, met betek e Baiona, Tarbes, Dijon, Carcassone, Foix, Lyon, Poitiers hag e lec'h all!
Dec'h dija 'oa bet manifestet e meur a blas, war an hent-tro d'an Naoned da skouer. Arestet zo 19 den, seziset o otoioù, dalc'het gant ar polis. 'Benn ar 24 a viz c'hwevrer 'vo an dud arestet dirak ar justis evit bezañ stanket an hent.
Ha 'benn disadorn 'vo manifestadegoù e meur a gêr da zerc'hel lakaat gwask.
Willem Doedens zo o chom war tachenn ar ZAD, oc'h ober ur staj e menaj Sylvie ha Marcel Thebaut, zo e-touesk ar beizanted barnet hiziv. Hiziv 'oa dirak lez-varn An Naoned, 'mañ deus mikro TK.
Astennit ho skouarn, fall eo ar son ken ec'h eo.